The goal of this website is to be a safe for souls website advancing Catholic thinking and education. When editing, please adhere to the Content Standards.

Some images have been enhanced for teaching purposes and may not be identical to the original artwork.

Breton Rosary Prayers

From The Work of God's Children
Jump to: navigation, search

This language is also known as Brezhoneg and Bretonisch.

This language is spoken by 500,000 people in France.

(Prayers that are not known in this language are shown in English until we have the complete prayer, at which time it will be shown in both languages.)

Contents

+ En anv an Tad / Sign of the Cross / Signum Crucis (Version A)

+ En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Santel (Glan). Evelse bezet graet! (Amen.)

Ton Te Deum / The Apostles' Creed / Credo (Version A)

Ni gred ennoc’h Doue Trinded,
An Tad, ar Mab, hag ar Spered.

Me ‘gred en Doue, an Tad hollc’halloudek,
Krouer an Neñv hag an Douar,
Hag en Jezuz Krist, e Vab unganet hon Aotroù,
A zo bet koñsevet dre nerzh ar Spered Santel,
Ganet gant ar Werc’hez Vari.
En deus gouzañvet dindan Poñs-Pilat,
A zo bet kroaz-staget, marvet ha sebeliet.
A zo diskennet d’an ifernioù.
D’an trede deiz ez eo savet a varv da vev.
Pignet d’an Neñv
hag azezet en tu dehou d’an Tad hollc’halloudek.
Ac’hane e teuio da varn ar re vev hag ar re varv
Me ‘gred er Spered Santel,
An Iliz santel, katolik,
E komunion ar Sent,
E pardon ar pec’hedoù.
Gortoz a ran adsav ar re varv da vev,
Hag ar vuhez peurbadus. Evel-se bezet graet ! (Amen.)

Ton Te Deum / The Apostles' Creed / Credo (Version C)

Me gred e Doue (Credo)
Me gred e Doue, an Tad hollc’halloudek,
Krouer an Neñv hag an Douar .
Hag e Jezuz-Krist,
E Vab unganet hon Aotroù,
A zo bet koñsevet dre nerzh ar Spered-Santel,
Ganet gant ar Werc’hez Vari.
En deus gouzañvet dindan Pons-Pilat,
A zo bet staget ouzh ar groaz, marvet ha sebeliet,
A zo diskennet d’an ifernioù.
D’an trede deiz eo savet a varv da vev,
Pignet d’an Neñv
Hag azezet en tu dehou d’an Tad hollc’halloudek .
Ac’hane e teuio da varn ar re vev hag ar re varv.
Me gred er Spered Santel,
En Iliz santel, katolik,
E komunion ar Sent,
E pardon ar pec’hedoù.
Gortoz a ran adsav ar re varv da vev,
Hag ar vuhez peurbadel.
Amen !

Hon Tad / Our Father / Pater Noster (Version A)

Matthew 6:9-13
Luke 11:2-4

Hon Tad a zo en neñv,
Hoc’h anv bezet santelaet,
Ho rouantelezh deuet dimp,
Ho polontez bezet graet
War an douar evel en Neñv,
Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek,
Pardonit dimp hor pec’hedoù
Evel ma pardonomp d’ar re
O deus manket ouzhimp.
Ha n’hon lezit ket da gouezhañ en temptadur,
Met hon diwallit diouzh an droug.
Evel-se bezet graet ! (Amen.)


Hon Tad / Our Father / Pater Noster

Hon Tad, pehini zo enn env,
hoc'h hano bezet santifiet;
ho rouantelez deuet deomp,
ho polontez bezet great var ann douar evel enn env.
Roit d'eomp hirio hor bara pemdeziek,
ha pardounit d'eomp hon offansou evel ma pardounomp dar re o deuz hon offanset;
ha na bermettit ket e kouezfemp e tentasion;
mes hon dilivrit diouz ann drouk. Evelse bezet great.

Hon Tad / Our Father / Pater Noster (Version C)

Hon Tad, hag a zo en Neñv,
hoc’h anv bezet santelaet,
ho rouantelezh deuet deomp,
ho polontez bezet graet war an douar evel en Neñv.
Roit deomp hirio hor bara pemdeziek,
pardonit deomp hor pec'hedoù
evel ma pardonomp d’ar re o deuz manket ouzhomp,
ha n'hon lezit ket da gouezhañ en temptatur
med hon diwallit diouzh an droug.
Evel-se bezet graet.

Hon Tad / Our Father / Pater Noster

Hon Tad pehini oud en envou,
da hanô bezet santifiet.
Deued da rouantelez:
Da volonte bezet grët war an douar evel en env.
Ro deomp hirio hor bara pemedeziec.
Ha pardon deomp hon dleou, evel ma pardonomp ive d'hon dleourien.
Ha n'hon hinch ked en tentasion,
mes delivr ac'hanomp a zroug:

Doxology

Rag d'id eo ar rountelez, ar galloud, hag ar gloar, da viken. Amen.

Hon Tad / Our Father / Pater Noster (Version B)

Hon Tad,
c'hwi hag a zo en Neñv,
ra vo santelaet hoc'h ano.
Ra zeuio ho Rouantelezh.
Ra vo graet ho youl war an douar evel en neñv.
Roit dimp hizio bara hor bevañs.
Distaolit dimp hon dleoù
evel m' hor bo ivez distaolet d' hon dleourion.
Ha n' hon lezit ket da vont gant an temptadur,
met hon dieubit eus an Droug. Amen.

Hon Tad / Our Father / Pater Noster

Hon Tad a zo en neñv,
Hoc’h anv bezet santelaet,
Ho rouantelezh deuet dimp,
Ho polontez bezet graet
War an douar evel en Neñv,
Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek,
Pardonit dimp hor pec’hedoù
Evel ma pardonomp d’ar re
O deus manket ouzhimp.
Ha n’hon lezit ket da gouezhañ en temptadur,
Met hon diwallit diouzh an droug.
Evel-se bezet graet! (Amen)


Hon Tad / Our Father / Pater Noster

Hon Tad, pehini zo en nenv,
ho hano bezet santifiet,
ho rouantelez deut d'imp,
ho polonte bezet grêt war an douar evel en nenv.
Reit d'imp hirie hon bara pemdeiek.
Pardonet d'imp hon ofansou, evel ma pardonomp d'ar re o deus hon ofanset.
Na bermetet ket e kouezfemp en dentation;
mes hon delivret a bep droug. Evelse bezet grêt. (Amen.)

Hon Tad / Our Father / Pater Noster

(From the Catechism 1691)

Hon Tad pehini so en Effou, ho Chano bezet santifiet:
devet deomp ho Rouantelez;
ho Volontez bezet gret en Douar evel en Eff;
roit deomp hizyo hon Bara pemdeziec;
ha pardounit deomp hon Offansou,
evel ma pardounomp dare opere en deux hon Offanset,
ha, na permettit quet e vemp trec'het dre Tentation;
Mas hon delivrit eux an Drouc. Evelhen bezet!

Me ho salud, Mari / Hail Mary / Ave Maria (Version A)

Me ho salud Mari, leun a c’hras;
An Aotroù Doue zo ganeoc’h;
Benniget oc’h dreist an holl wragez,
Ha benniget eo frouezh ho korf, Jezuz!
Santez Mari, Mamm da Zoue,
Pedit evidomp-ni, pec’herien,
Bremañ, ha da eur hor marv.
Evel-se bezet graet! (Amen)

Me ho salud, Mari / Hail Mary / Ave Maria (Version B)

Me ho salud, Mari, leun a c'hras,
ann Aotrou Doue a zo ganeoc'h,
benniget oc'h dreist ann holl gragez,
ha benniget eo ar frouez euz ho korf, Jezuz.
Santez Mari, mamm da Zoue,
pedit evidomp pec'herien,
brema hag enn heur euz hor maro. Evelse bezet great.

Me ho salud, Mari / Hail Mary / Ave Maria (Version C)

Me ho salud Mari, leun a c’hras,
An Aotroù Doue a zo ganeoc’h.
Benniget oc’h dreist an holl gwragez,
Ha benniget eo ar frouezh eus ho korf, Jezuz !
Santez Mari, Mamm da Zoue,
Pedit evidomp, pec’herien,
Bremañ ha da eur hor marv.
Evel-se bezet graet !

Klod da Zoue / Klod d’an Tad / Glory Be to the Father / Gloria Patri

Klod d’an Tad, ha d’ar Mab ha d’ar Spered Santel,
evel ma oa er penn kentañ, ha bremañ ha da viken,
a gantvedoù da gantvedoù. Amen.

Oh, My Jesus / Fatima Prayer


Oh, my Jesus, forgive us our sins. Save us from the fires of hell. Lead all souls to Heaven, especially those most in need of Your mercy.

Hail, Holy Queen / Salve Regina


Hail, Holy Queen, Mother of Mercy

Mysteries of the Rosary

The Joyful Mysteries

The Luminous Mysteries

The Sorrowful Mysteries

The Glorious Mysteries

How to Pray the Rosary

How to pray the Rosary

1. + En anv an Tad (The Sign of the Cross / Signum Crucis)
2. Ton Te Deum (The Apostles' Creed / Credo)
3. Hon Tad (Our Father / Pater Noster)
4. 3 Me ho salud, Mari (Hail Mary / Ave Maria)
5. Klod da Zoue / Klod d’an Tad (Glory Be to the Father / Gloria Patri)
6. Announce the 1st Mystery
7. Hon Tad
8. 10 Me ho salud, Mari
9. Klod da Zoue / Klod d’an Tad / Oh, My Jesus
10. Announce 2nd Mystery
11. Hon Tad
12. 10 Me ho salud, Mari
13. Klod da Zoue / Klod d’an Tad) / Oh, My Jesus
14. Announce the 3rd Mystery
15. Hon Tad
16. 10 Me ho salud, Mari
17. Klod da Zoue / Klod d’an Tad) / Oh, My Jesus
18. Announce 4th Mystery
19. Hon Tad
20. 10 Me ho salud, Mari
21. Klod da Zoue / Klod d’an Tad / Oh, My Jesus
22. Announce the 5th Mystery
23. Hon Tad
24. 10 Me ho salud, Mari
25. Klod da Zoue / Klod d’an Tad / Oh, My Jesus
26. (Hail, Holy Queen / Salve Regina)
For the Intentions and protection of our Holy Father:
27. Hon Tad (Our Father / Pater Noster)
27. Me ho salud, Mari (Hail Mary / Ave Maria)
27. Klod da Zoue / Klod d’an Tad (Glory Be to the Father / Gloria Patri)
28. + En anv an Tad (The Sign of the Cross / Signum Crucis)

Sant Mikael Arc'hael
Saint Michael, the Archangel

Sant Mikael Arc'hael / Saint Michael Prayer

Sant Mikael Arc'hael,
hon difennit e-barzh an emgann ha bezit
hor gwarezour a-enep drougiezh hag itrikoù an diaoul.
Ra vezo teñset gant Doue,
hen goulenn a reomp gant ur galon izel.
Ha c'hwi, priñs armead an Neñvoù,
dre ar galloudoù a zo bet fiziet ennoc'h gant Doue,
bountit en ifern Satan hag an drouksperedoù all,
a red a dreuz ar bed a-benn kas da goll an eneoù. Amen.

An Anjeluz / Angelus

An Anjeluz
The Angelus

An Arc’hael a-berzh an Aotroù,
A ziskennas eus an neñvoù

D’anoñs da Vari ‘ oa choazet,
Evit Mamm da Salver ar bed.

Me ho salud Mari, leun a c’hras,
An Aotroù Doue a zo ganeoc’h,
Benniget oc’ h dreist an holl wragez,
Ha benniget eo ar frouezh eus ho korf, Jezuz.
Santez Mari, Mamm da Zoue
Pedit evidomp pec’herien,
Bremañ ha da eur hor marv.
Amen. (Evelse bezet graet).

Mari a respontas neuze :‘Servijerez ‘on da Zoue:

bezit eta evidon graet, Ar pezh hoc’h eus din diskleriet ”.

Me ho salud Mari…

An eil Ferson eus an Drinded,
Kerkent a zo bet enkorfet;

Bevet en deus war an douar,
O c’hortoz mervel war ar C’halvar.

Me ho salud Mari…

Pedit, O Gwerc’hez, Mamm Doue, Evidomp holl ho pugale:
Ma vezimp din eus ar grasoù, A ro dimp Jezuz hon Aotroù.

An Anjeluz / Angelus

Angelus Domini nuntiavit Mariae
Et concepit de Spiritu Sancto.

Ni ho salud gant karantez
Mari Rouanez an aelez,
C’Hwi a zo benniget, O pia!
Hag a c’hrasoù karget, Ave Maria!

Me ho salud Mari, leun a c’hras,
An Aotroù Doue a zo ganeoc’h,
Benniget oc’ h dreist an holl wragez,
Ha benniget eo ar frouezh eus ho korf, Jezuz.
Santez Mari, Mamm da Zoue
Pedit evidomp pec’herien,
Bremañ ha da eur hor marv.
Amen. (Evelse bezet graet).

Ecce ancilla Domini
Fiat mihi secundum Verbum tuum.

Ra vezo benniget Jezuz,
Ar frouezh eus ho korf evurus,
Kanomp gant an Aelez, O Pia,
E veuleudi bemdez, Ave Maria !
Me ho salud Mari...

Et Verbum caro factum est
Et habitavit in nobis.

Ni ho ped, Mari, Gwerc'hez c'hlan,
Pa vezimp war hon tremenvan,
Da c'houlenn ouzh Jezuz, O Pia,
Dimp ur marv eürus, Ave Maria !
Me ho salud Mari...

Pedit evidomp, Mamm santel da Zoue
Ma vezimp lakaet dellezek eus promesaoù Jezuz

Ora pro nobis Sancta Dei Genitrix.
Ut digni efficiamur promisionibus Christi

Pedomp :
Skuilhit, Aotrou Doue, ni ho ped, ho kras en hon eneoù, ni hag hon eus anavezet, dre gemenn an Ael,
Enkorfidigezh an Aotrou Krist, ho Mab,
ra vezimp kaset dre e Basion hag e Groaz,
betek klod an Dasorc'hidigezh peurbadel.
Ni ho ped dre Jezuz-Krist, hon Aotrou. Amen.
Klod d'an Tad, d'ar Mab ha d'ar Spered Santel
Evel ma oa er penn kentañ,
ha bremañ ha da viken,
a gantvedoù da gantvedoù. Amen.

Magnificat

Luke 1:46-55

Va ene a gan braster an Aotrou
My soul doth magnify the Lord

Va ene a gan braster an Aotrou,
Ha va spered a gav e levenez e Doue, va Salver,
Dre m'en deus sellet ouzh izelded e vatezh,
Setu a-vremañ ma vin anvet evurus gant an holl rummadoù,
Rak an Hollc'halloudeg en deus graet evidon traoù burzhudus,
An Hini a zo santel E Anv.
Hag E drugarez en em astenn a rummad da rummad
War gement hini en deus doujañs outañ.
Diskouezet en deus nerzh E vrec'h,
Ha dispennet ar re a zo brasoni en o c'halon.
Diskaret en deus an dud c'halloudek diwar o zron,
Hag uhelaet an dud izel.
Ar re naoniek en deus karget a vadoù,
Ar re binvidik en deus kaset kuit hep netra.
Kemeret en deus etre E zivrec'h Israel, E vugel,
Evit kaout soñj eus e druez,
Hervez m'en devoa prometet d'hon tadoù,
E-keñver Abraham hag e lignez da viken.

BENNOZH AR PRED / Benedicite

Araok ar pred :
En anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Glan :
1. Jezuz, ho pennozh deomp
Ha d’ar pred a gavomp
War an daol prest evidomp.
Roit bara bepred d’ar re n’o dije ket.
Evel-se bezet graet !(Amen)
2. Bennigit, O va Doue,
Ar pred e rit d’ho pugale karet,
Evit ma c’hellint, ‘ hed ho buhez,
Ho servijout gant karantez.
Evel-se bezet graet !(Amen)

Kantik Zakaria / Canticle of Zecharia

"Blessed be the Lord, the God of Israel..."
Luke 1:68-79

Ra vo benniget an Aotroù, Doue Israel,
Dre m’eo deuet da welout ha da zaspren e bobl,
Ha da sevel dimp un nerzh a silvidigezh,
E tiegezh David, e servijer,
Evel m’en devoa degemennet en amzer wechall
Dre c’henou e Sent, e Brofeded :
Silvidigezh evit hon dieubiñ diouzh hon enebourion
Ha diouzh daouarn an holl dud a vag ouzhimp kasoni,
Evit diskouez trugarez e-keñver hon tadoù,
Ha kaout soñj eus e emglev santel,
Eus a le en devoa touet da Abraham hon tad, e roje dimp ar c’hras da vezañ dizaon,
Bet tennet a-dre daouarn hon enebourion
Evit e servijiñ,
Er santelezh hag er reizhder dirazañ,
A-hed hon holl vuhez.
Ha te, bugelig, te ‘vo anvet profed an Uhel-meurbet ;
Kerzhout a ri a-ziaraok d’an Aotroù avit kempenn e hentoù,
Evit lakaat e bobl da anaout ar silvidigezh
Dre ar pardon eus ar pec’hedoù,
Abalamour da galon drugarezuz hon Doue,
A lakaio heol ar beure da zont eus an uhel d’hon gwelout,
Evit sklerijennañ a re azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv,
Ha ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.

Klod d’an Tad
Ha d’ar Mab
Ha d’ar Spered Santel
Evel ma oa er penn-kenntañ ha bremañ ha da viken, a gantvedoù da gantvedoù.
Amen!

Blessed be the Lord,
The God of Israel;
He has come to His people and set them free.

He has raised up for us a mighty Saviour,
Born of the house of His servant David.

Through His holy prophets He promised of old
That He would save us from our enemies,
From the hands of all who hate us.

He promised to show mercy to our fathers
And to remember His holy Covenant.

This was the oath He swore to our father Abraham:
To set us free from the hands of our enemies,
Free to worship Him without fear,
Holy and righteous in His sight
All the days of our life.

You, My child shall be called
The prophet of the Most High,
For you will go before the Lord to prepare His way,
To give his people knowledge of salvation
By the forgiveness of their sins.

In the tender compassion of our Lord
The dawn from on high shall break upon us,
to shine on those who dwell in darkness
And the shadow of death,
And to guide our feet into the way of peace.

Glory to the Father,
and to the Son,
and to the Holy Spirit.
As it was in the beginning.
is now, and will be forever.

Amen.

The Nicene Creed / Credo

Santel, Santel, Santel / Holy, Holy, Holy / Sanctus

Hozanna e lein an Neñv!

Santel, Santel, Santel, An Aotroù Doue, mestr ar bed!
Leun eo gant ho kloar an neñv hag an douar !
Hozanna e lein an Neñv !
Benniget an hini a zeu en anv Doue !
Hozanna e lein an Neñv!

Sioul an Noz / Silent Night / Stille Nacht

Sioul an Noz
Nozvezh Sioul, Nozvezh Kaer

Sioul an noz, santel an noz!
Deuomp holl, kanomp holl,
d'ar Vamm zantel, d'he Bugel
Jezuz o paonez genel,
bennoz ha levenez,
bennoz ha levenez.

Nozvezh Sioul, Nozvezh Kaer / Silent Night / Stille Nacht

(Another version)

Nozvezh sioul, nozvezh kaer.
Trouz ebet dre an aer.
Aze 'barzh ul lochennig paour,
Ur bugelig kousket-flour,
Ur bugelig gwan,
Ur bugelig gwan.

Met a-bell, klevit-hu,
Kan a sav en noz du,
Kan an aelez en Neñvoù don
O na laouen ha kreñv e son!
Keloù mat d'an dud!
Keloù mat d'an dud!

Mabig koant, mabig gwenn,
Te, a gousk war ar foenn,
Mabig bihan ha tost en noazh,
Bennozh dit ha bennozh c'hoazh,
Salver bras ar bed!
Salver bras ar bed!

Personal tools
Namespaces
Variants
Actions
Navigation
Languages
Toolbox